Sri Lanka zo ur Stad hag un enez lec'hiet e Meurvor Indez, 66 km en tu all da Strizh-mor Palk, er gevred da India.
Betek 1972 e oa anvet Ceylan e galleg diwar he anv portugalek Ceilão (1505) ; Ceylon e oa e saozneg, hag an anv-se e voe ar stumm etrebroadel abalamour ma oa an enez un darn eus Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur abaoe 1796.
Ur rouantelezh dizalc'h, Rouantelezh Kandy, a chomas e-kreiz an enez betek 1815.
Dizalc'h eo Sri Lanka abaoe ar 4 a viz C'hwevrer 1948, hag ur republik abaoe 1972.
Sri Jayawardenapura Kotte eo kêr-benn velestradurel Sri Lanka ; Colombo eo ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn armerzhel.